Kenstrivadeg « Kizelladurioù gant traezh »

Distro e oa an heol ha plijadurioù an aod ivez pa oa bet aozet ur genstrivadeg « Kizelladurioù gant traezh » d’ar 24 a viz Mezheven war Aod an Dimezelled e Douarnenez.

En abadenn-se e oa bodet bugale, mammoù ha tadoù dindan un heol hollgaer ; an holl o doa gallet diskouez e oant arzourien donezonet. Div oberenn dibar a oa bet graet : unan hag a daolenne ur vaot dour hag unan all ur c’hastell e stumm al lizherenn « K » da zegas da soñj evel-se eus karter Kermaron.

Ar juri, ennañ melestrourien eus an aozadur, a oa war al lec’h evit priziañ ar c’hrouidigezhioù er mintinvezh-se : ne voe na tu koll na tu gounit, pa oa en em gavet rampo an daou strollad !

Profoù a-leizh a oa bet roet d’ar vugale gant Kêr Douarnenez, Douarnenez Kumuniezh ha Douarnenez Annez, en o zouez ur skrid-prenañ da implijout en ur stal e kêr. Laouen e oant ha distroet e oant d’ar gêr gant o gwalc’h a brofoù.

Ur pik-nik a oa bet profet dezho war an aod goude-se evit klozañ an abadenn-se.

Compare listings

Compare

En continuant à naviguer sur ce site, vous acceptez l'utilisation des cookies. Plus d'infos

Les paramètres des cookies sur ce site sont définis sur « accepter les cookies » pour vous offrir la meilleure expérience de navigation possible. Si vous continuez à utiliser ce site sans changer vos paramètres de cookies ou si vous cliquez sur "Accepter" ci-dessous, vous consentez à cela.

Fermer